àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 7 a viz Ebrel 2026

Keleier ar vro d'ar Meurzh 7 a viz Ebrel 2026

"Faisons Bretagne", ar strollad politikel nevez lañset gant Pol Molac!

« Faisons Bretagne » Setu anv al luskad politikel nevez lañset get Paul Molac, kannad pastell-vro Ploermael. Pal ar c’hannad reiñ lañs en dro d’an emrennezh a zo dianav pe kemesket hervezan get an dizalc’hiezh. Gwir eo, hervez ur stontadeg Ifpsos graet e 2025, ur muianiver kreñv ag ar vretoned a zo a-du d’ober referendomoù er rannvroioù da skouer, pe azasaat lezennoù d’an ezhommoù lec’hel. Met 63 % doc’hte hepken a lara bout entannet get ur sustem bolitikel a rahe emrennerezh d’ar rannvroioù. Evit Paul Molac, a zo er vodadenn vrodael a c’houde 14 vlez, poent bras eo splannaat ar pezh eo eviton an emrennerezh : ur mod da ziviz efedusoc’h ha tost doc’h an dachenn. Spi en deus donet da benn get « Faisons Bretagne ». Emañ gant Aodren Trehin.

Foot: Stade Brestois- Stade Rennais: 3 da 4 gant kleub Breizh-Uhel!

Brest-Roazhon! Ur gwir tan arvest da geñver an derbi etre ar c’hleuboù eus Breizh-Izel ha Breizh-Uhel : aet ar maout 4 da 3 gant Stad Roazhon. Ur c’hrogad leun a balioù ha brav war ar marc’had. Un afer vat eo an trec'h evit Rozahoniz a chom er plasoù uhelañ ouzh ar renkadur. E 7vet plas emañ Stad Roazhon gant 47 poent ha Brest a chom e kreiz ar renkadur gant 36 poent… War blas ‘oa Julien zo harper Stad Brestois anezhañ. Dipitet gant an disoc’h, sur dac’h, dreistholl da genver un derbi ouzh Stad Roazhon. Emañ gant Erwan Blanchard.

Ha da selaou 'bar c'heleier:

  • Artemis 2 'neus nijet er-maez d'al Loar!

  • Indianed zo bodet 'ba Brazilia 'vit difenn o douaroù

  • Ha tagañ 'raio USA Iran fenoz?

  • Anv zo da adsevel rannvro Elzas

  • Tagoù pro nazi ha gouenelour zo bet livet war unan eus mogerioù lise Kerichen 'ba Brest

  • Merc'hed Landerne Breizh Basket 'neunt kollet match kentañ 1/4 gourfenn kampionad Lig 1.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio