àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 3 a viz Ebrel 2026

Keleier ar vro d'ar Gwener 3 a viz Ebrel 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Levrioù Lennomp da rakprenañ

E 2024 e oa bet savet un ti embann nevez gant Yann Fañch Jacq anvet lennomp, disheñvel eo da geñver tiez embann all peogwir e ranker rakprenañ al levrioù war lec’hienn an ti embann hag e vez moullet an niver a skouerennoù a zo bet rakprenet rik. 10 levr a zo bet embannet dija hag ar bloaz-mañ e koulzad rakprenañ 2026 eà 6 levr a zo kinniget deomp. Pevar dioñte a zo romantoù skrivet gant skrivagnerien anvet mat e bed al lennegezh, da lavaret eo Paol ar Meur, Laurence Lavrand, Alan Dipode ha Jakez-Erwan Mouton. Daou levr all a zo raktreset evit ar vugale, Yann-Fañch Jacq a ginnig deomp al levrioù raktreset ha setu an hini gentañ : Gallia 2.0 gant Paol ar Meur …

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel

Teuzour-lastez e Pondi

Ur raktres a ra reuz e Pondi ar mare-mañ : brasaat an teuzour-lastez (an incinérateur) en ur sevel un eil forn. Douget eo ar raktres gant ar Sittom-mi, ar sindikad a ra war dro tretamant al lastez evit ur 100 kumun bennak war 6 kumuniezh kumunioù e norzh ar Morbihan. An aotre a zo bet roet gant ar prefeti d’ar 5 a viz Meurzh hag emañ dija ar gevredigezh « Stop d’an eil forn war dachenn Pondi-Ar Sorn » a aoz ar rezistañs. Un emvod-meur dreist-ordinal a vo disadorn da 10 eur e ti ar sportoù. Josiane Guillaume, a zo b’ar gevredigezh, displegañ a ra deomp perak e vo an emvod-se.

Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin

Ha da glevet ivez :

  • Keloù deus ar brezel etre SUA/Israel hag Iran

  • Ar stad c'hall en deus kaset an eurokannadez Rima Hassan en toullbac'h dec'h

  • Fin an emglev Bougival ?

  • Dilennadegoù-prezidant e Frañs : Lydie Massart a zo war ar renk e kentdilennadegoù an tu kleiz

  • Krogadoù melldroad

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio