àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur rekour a-enep ar raktres da vrasaat teuzour-lastez Pondi?

Ur rekour a-enep ar raktres da vrasaat teuzour-lastez Pondi?

Ur raktres a ra reuz e Pondi ar mare-mañ : brasaat an teuzour-lastez (an incinérateur) en ur sevel un eil forn. Douget eo ar raktres get ar Sittom-mi, ar sindikad a ra àr dro tretatamant al lastez evit ur 100 kumun bennak àr 6 kumuniezh kumunioù e norzh ar Morbihan.

An aotre a zo bet roet get ar prefeti ar 5 a viz Meurzh hag emañ dija ar gevredigezh « Stop d’an eil forn àr dachenn Pondi-Ar Sorn » é aoziñ ar rezistañs. Un emvod-meur dreist-ordinal a vo disadorn da 10 eur e ti ar sportoù. Josiane Guillaume, a zo barzh ar gevredigezh, a zisplega deomp perak e vo an emvod-se.

Ur pennad-kaoz get Aodren Trehin.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio