àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

RSA: galvet eo Mael de Calan da vont d'al lez varn evit harellerezh

RSA: galvet eo Mael de Calan da vont d'al lez varn evit harellerezh

Galvet eo Mael de Calan, prezidant Kuzul Departamant Penn ar Bed, hag unan eus renerien servijou an departamant da vont dirak al lez varn-kastiz d’an 30 a viz Meurzh. Gant ar CGT ha 6 den zo pe zo bet gant an RSA zo bet kaset ur prosezadur a-enepto. Rebechet eo da Mael de Calan ha d'ar servijou 'ra war dro an RSA d'ober kontroloù war stad ar re zo allocaterien beket re, beket mont d'an harellerezh. Tri bloaz zo ‘oa bet lañset gant de Calan ur steuñv RSA zo diazezet war talvoudoù al labour hag an doujañs d’ar reolennoù. E-touez ar re ‘neunt kaset ur prosezadur emañ Guillevic Le Cam, zo sevenour filmoù anezhañ. E-pad prantadoù zo ‘nez afer bout skoazellet gant an RSA evit gellout bevañ. Muioc’h a displegadennoù gantañ. Emañ gant Erwan Blanchard.


Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio