àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

54 klas a vefe serret en distro-skol e Penn-ar-Bed

54 klas a vefe serret en distro-skol e Penn-ar-Bed

54 klas a zo en arvar da serriñ e Penn-ar-Bed en distro-skol 2026. 24 post a vefe kollet ivez er c'hentañ derez ha div wech muioc'h en eil derez, da lavaret eo unan e tost pep skolaj publik eus an departamant. Dec'h mintin e oa en em vodet kantadoù a dud, skolaerezed ha skolaerien, sindikadoù, familhoù pe c'hoazh dilennidi ar vro evit ober trouz dirak an ensellerezh akademiezh e Kemper ha klask pouezañ war ar raktres kartenn-skol. Sklaerenn Noisel, skolaerez ha sindikalourez er Snuipp-FSU, a lavar hiroc'h deomp war raktres an deskadurezh stad...


Sklaerenn Noisel, Magali Gallais hag Olier Robin, skolaer e skol Sant-Riwal, a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Evit ar pezh ar sell ouzh ar c'hlasoù divyezhek, e vefe serret c'hwec'h klas en departamant ha digoret pemzek klas. E mesk ar c'hlasoù nevez e vefe digoret div hentenn divyezhek nevez hepken, e Gwiler hag e Plogonneg.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio