àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Katell Louarn hag he listenn eus an tu kleiz zo penn kêr Le Tampon 'ba enez La Reunion!

Katell Louarn hag he listenn eus an tu kleiz zo penn kêr Le Tampon 'ba enez La Reunion!

Katell Louarn zo bet dilennet kuzulierez kêr Le Tampon da geñver eil tro an dilennadegoù kêr ‘oa dalc’het disul. Dilennet eo bet ar vretonez war al listenn eus an tu kleiz unanet ‘oa kaset gant Alexis Chaussalet, zo ezel eus LFI, dindan an anv « Nout voix, Nout l’avenir ». Rastellet ‘neus an tu kleiz unanet un tamm muioc’h evit 45 % eus ar mouezhioù ‘pezh ‘neus kaset listenn ar maer Thien-Ah-Koon d’an eil plas. Dre se eo 39 kuzulier eus an tu kleiz ‘zo aet e barzh ar c’huzul kêr. Un trec’h istorel eo evit an tu kleiz kar chomet ‘oa Le Tampon, ur gêr vras a 84 000 annezad, etre daouarn an tu dehou abaoe fin an eil brezel bed. Gounezet ‘neus an tu kleiz ‘ba unan eus kêrioù brasañ enez Reunion, sur deoc’h, met lakaet ‘zo ur fin eus ur sistem breinadurezh ‘oa e plas gant Andre Thien-Ah-Koon hag e vab Patris ‘pad bloavezhioù. Muioc’h a displegadennoù gant Katell Louarn zo ouzh mikro Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio