àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ti Embann ar Skolioù : ur garta ingalded paotred-merc'hed

Ti Embann ar Skolioù : ur garta ingalded paotred-merc'hed

Paotred dispont ha merc'hed aonik, ar vamm a zo o fardañ boued er gegin hag an tad a zo o labourat er-maez : diaes a-walc'h eo terriñ serten stereotipoù. Dont a rafe aesoc'h an traoù ma ne vefent ket desket d'ar vugale er skol ! Hervez Kod an Deskadurezh eo sañset ar skol kas an ingalded paotred-merc'hed war-raok ha stourm a-enep d'ar seksism.

Gant an ti-embann TES e vez embannet levrioù brezhonek ha dafar pedadogel evit ar vugale hag ar bloaz-mañ neuze eo graet e soñj gantañ da sevel ur garta-embann, « ingalded merc’hed-paotred », kuit da gaout klichedoù e-giz-se war-c'horre o levrioù. Selaouomp Delphine Le Bras, renerez Ti-Embann ar Skolioù.


Ar garta : https://www.reseau-canope.fr/tes/medias/files/general/karta-embann-tes.pdf)


Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio