àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Aet eo kêr Vrest gant an tu dehou!!!

Aet eo kêr Vrest gant an tu dehou!!!

Stéphane Roudaut zo bet dilennet maer Brest ! An danvez maer eus tu dehou ‘zo daet a benn da vodañ 57,25% eus mouezhioù an dud zo bet o votiñ… Ur c’hwitadenn vras eo disoc’h eil tro an dilennadegoù evit François Cuillandre zo bet maer Brest ‘pad pevar resped eus renk. Rastellet ‘neus e listenn 38,3 % eus ar mouezhioù hepken en desped d’an emglev teknik ‘oa bet sinet gant LFI. En trede plas eo en em gavet Yves Pagès eus an RN gant 4,31 % eus ar mouezhioù, un disoc’h re izel evit gellout kaout ur plas er c’huzul kêr… Abaoe 37 bloaz, neuzen, ‘oa renet kêr Vrest gant an tu kleiz. Echu eo. Bremañ eo gant Stéphane Roudaut zo bet ganet ‘ba Brest ‘vo kaset an troc’h… Ur pennad gant Erwan Blanchard.


Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio