àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 25 a viz Meurzh 2026

Keleier ar vro d'ar Merc'her 25 a viz Meurzh 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Setu achiv da vat an dilennadegoù-kêr àr-lec’h miziadoù a gabaliñ.

Eur ar bilañs eo bremañ. Selaouit un dielfennadenn hollek àr an dilennadegoù e Breizh kinniget get Tudi Kernalegenn, a zo geton un doktorelezh àr ar skiantoù politikel.

Ur pennad-kaoz get Aodren Trehin.

Dec'h da noz e oa bet dalc'het Prizioù Dazont ar Brezhoneg e Trebeurden e Bro-Dreger.

Ar greizenn dudi a vro Naoned Patati zo bet priziet e rummad ar c'hevredigezhioù. Paskal an Intañv en deus resevet priz ar romant e Brezhoneg evit e dastumad danevelloù Bedoù nevez. An Alre he deus resevet priz ar strollegezh evit bout bet lakaet e plas ur valeadenn e brezhoneg evit dizoleiñ glad ar barrez hag evit bout sinet ar garta Ya d'ar Brezhoneg live 2, Ar stirad podkast Tourmant en deus resevet priz an oberenn gleweled, al label ArFolk en deus gounezet ar priz e rummad an embregerezhioù. E rummad ar bladenn kanet e Brezhoneg eo aet ar maout get Plouz ha Foen evit e bladenn gentañ D'an neb a glevo. A-raok selaou unan a izili ar strollad, setu diouzhtu Gwennyn a zo bet anvet brezhonegourez ar blez evit bout aozet an darvoud Breizh a live.

Ur pennad-kaoz get Anton Burel.

Da glevet ivez:

-Doereioù ag ar brezel er reter kreiz.

-Ul lid-enoriñ broadel a vo evit Lionel Jospin àrc'hoazh.

-Un emglev genwerzh a bouez zo bet savet etre UE hag Aostralia.

-Ar Mercosur a vo lakaet vo e pleustr ar 1añ a viz Mae, da c’hortoz diviz lez european ar justis da aotreañ pe pas an emglev kenwerzh.

-Tost 200 000 a dud a oa bet é vanifestiñ disadorn e bro Tchekia a-bezh, a-enep da gouarnamant broadelour ar miliardour Andrej Babis.

-Un enklask a zo digoret diàr renour bet Frontex, Fabrice Leggeri.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio