àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 23 a viz Meurzh 2026

Keleier ar vro d'al Lun 23 a viz Meurzh 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Disoc'hoù an dilennadegoù-kêr e Brest

Stéphane Roudaut a zo erruet e penn an dilennadegoù gant 57,38 %. An danvez maer eus tu dehou ‘zo deuet a-benn da vodañ 57,25% eus mouezhioù an dud zo bet o votiñ… Ur c’hwitadenn vras eo disoc’h eil tro an dilennadegoù evit François Cuillandre oa bet maer Brest ‘pad pevar resped eus renk. Rastellet ‘neus e listenn 38,3 % eus ar mouezhioù hepken en desped d’an emglev teknik ‘oa bet sinet gant Frañs Disuj. En trede plas eo en em gavet Yves Pagès eus an RN gant 4,31 % eus ar mouezhioù, un disoc’h re izel evit gellout kaout ur plas er c’huzul kêr… Abaoe 37 bloaz, neuzen, ‘oa renet kêr Vrest gant an tu kleiz. Echu eo. Bremañ eo gant Stéphane Roudaut, zo bet ganet ‘ba Brest, ‘vo kaset an troc’h…

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

Disoc'hoù an dilennadegoù-kêr en Henbont

Dec’h da noz e oa aet ar maout en dilennadegoù gant Jean-Charles Brunet, deus an tu dehoù gant 40,88 % deus ar mouezhioù. Da heul e oa al listenn deus an tu kleiz unanet kaset get Laure Le Maréchal, gant 30,05 %, hag en trede plas Pascal Le Liboux deus tu kreiz-dehoù gant 29 %. Laure Le Maréchal a oa ar penn listenn UDB pennañ er vro dre ma oa war ar renk en ur gumun 16 000 annezad. He listenn « Bevamp an Henbont » he doa bodet 18 % deus ar mouezhioù en dro kentañ, gant 8 mouezh diforc’h hepken e- keñver listenn all an tu kleiz. Aodren Trehin a oa bet e ti-kêr an Henbont dec’h da noz da selaou reaksionoù Laure Le Maréchal, a zo o teskiñ brezhoneg, ha Tifenn Siret a zo bet dilennet e anv an UDB ivez war he listenn.

Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin

Ha da glevet ivez :

  • Disoc'hoù an dilennadegoù-kêr e kêrioù pennañ Breizh

  • Keloù deus ar brezel etre SUA/Stad Israel hag Iran

  • Enkadenn e Kuba

  • Disoc'hoù krogadoù melldroad an dibenn-sizhun

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio