àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Nozvezh ar yod-kerc'h

Nozvezh ar yod-kerc'h

D'an 21 a viz-Meurzh e oa dalc'het « Nozvezh ar yod-kerc'h » e Landelo, e-kichenn Karaez. Tregont 'vloaz 'zo, pe ouzhpenn, e vez renket an abadenn-mañ gant ar gevredigezh Oaled Landelo bep bloaz. War-dro tri-ugent a dud a oa bodet en-dro d'an daol er Presbital Kozh, da zebriñ soubenn ha yod-kerc'h, e-ser kanañ ha kontañ rimodelloù, hag e brezhoneg tout marplij ! Met da zigentañ evel-just e ranker fardañ yod-kerc'h  ! Benjamin Bouard oa bet o kuriuzañ eno ha degouezhet gant Christine ha Gaby, hag a oa davat o treiñ ar vazh-yod er chidourenn, an daou ganer Fulub Vouadec ha Jean Billon, ha Nadia ha Benjamin, ur c'houblad tud yaouank deuet deus Kemper.

Ur reportaj gant Benjamin Bouard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio