àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Basket Elite 2: ur sell war Meot Kemper gant Keven ar Fur

Basket Elite 2: ur sell war Meot Kemper gant Keven ar Fur

Kostum park eo anv ar sal sport nevez digoret ‘ba Kemper. Enni emañ paotred ar skipailh Basket Meot Kemper o c’hoari. Brudet eo ar c’hleub dindan e anv orin UJAP Kemper. Nevez ‘zo ‘oa bet digoret ar sal ‘oa afer anezhi evit reiñ d’ar c’hleub zo o kemer perzh ‘ba Kampionad Elite 2 ar bloaz mañ ur benveg evit gellout en em staliañ ‘ba Elite 2 pe Pro B gwechall. En abaden gentañ ‘moamp komanset d’ober tro ar sal asambles gant Keven ar Fur, ha war un dro komz eus kleub ar Meot ‘oa bet kroet e 1984 pa ‘oa bet kendeuzet daou gleub La Jeanne d’Arc gant La Phalange d’armor… Goude bout bet ‘ba trepasoù, salioù ar c’hostum Park en em gavomp ‘ba porzh ar sal… da boent ur c’hrogad etre ar Meot ha Pau Orthez d’ar gwener 6 a viz Fere/ C’hwevrer. Kollet ar match 79 da 85…. Deomp da Gemper neuzen gant Keven ar Fur zo prezidant ur rann eus kleub ar Meot : KB Family ! Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio