àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Un emglev teknik zo bet sinet etre listenn Cuillandre hag hini LFI 'ba Brest

Un emglev teknik zo bet sinet etre listenn Cuillandre hag hini LFI 'ba Brest

Un emglev ‘zo bet kavet etre listenn an tu kleiz unvanet hag hini Cécile Beaudouin eus LFI. Kendeuzet eo an div listenn eus an tu kleiz evit eil tro an dilennadegoù ‘vo ‘benn disul… Kar da geñver tro gentañ an dilennadegoù kêr ‘ba Brest zo bet souezhadennoù. Stéphane Roudaut, danvez maer an tu dehou, zo erru ‘ba plas kentañ gant 30 % eus ar voterien ‘neunt votet ‘vitañ… gwelloc’h ‘vit disoc’h listenn maer Brest, François Cuillandre, ‘neus rastellet 24 % eus ar mouezhioù hepken. Da heul ‘oa en em gavet al listenn oa kaset gant Cécile Beaudouin e anv Brest Insoumise ‘neus bet un tamm muioc’h ‘vit 15 % eus ar mouezhioù. Hag evit ar wech kentañ ‘ba istor politikel kêr Vrest ‘vo gwelet ul listenn eus an tu dehou pellañ en eil tro, hin Yves Pagès e anv an RN… Diwar se zo bet savet un emglev etre al listenn savet gant François Cuilandre - enni tud ar PS, Ekologourien, PCF ha kement zo- ha gant an ‘ni oa renet gant Cécile Beaudouin e anv LFI… Selaouomp, da gentañ, Taran Mareg eus ar PCF ‘oa war listenn Cuillandre en dro gentañ ha war lerc’h ‘vo klevet Cécile Beaudouin evit LFI. Emaint gant Erwan Blanchard.


Poltred: Ouest-France

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio