àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Avel Em Fenn - Merc'her 11 a viz Meurzh

Avel Em Fenn - Merc'her 11 a viz Meurzh

Beviñ e brezhoneg!

Hiniv e klevomp penaos e c'heller kas bourrapl e brezhoneg, get tud a rummadoù dishañval, en ur reportajik a vediaoueg Pluvigner: tolped oe du-hont brezhonegourionezed an EHPAD, é laret kaer en hor yezh, ha daet da ganiñ aveite e oe bugale skol sant Guigner, hag o doe desket ha kanet sonennoù e brezhoneg get Kanerion Pluvigner. Tri ag ar Ganerion e oe daet d'an darvour ivez, neuze. Leun a vrezhoneg er sal get ar re gozh hag ar re yaouank!

Olier Berson a Di Douar Alre e ro deoc'h ur listennad mad a zarvoudoù arall aozet ar miz-mañ, da geñver miziad ar brezhoneg.

Goude e klevit get Helène a Stummdi penaos e c'heller kavout labour e brezhoneg ivez, e forom ar micherioù e Plañvour, d'ar yaou 12 a viz Meurzh.

Hag alafin e kont Pier deomp penaos e c'heller stourm e brezhoneg, e pennad-kaoz ar sizhun, a-ziar ZAD Kerintron ar Lann.

Doereioù ar vro hag ar bed vez lared er langaj-ni ivez, get Metig Jakez-Vargaz, e Keleier ar Vro.

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio