àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Bilañs ha raktresoù nevez al listenn "Kemper Asambles"

Bilañs ha raktresoù nevez al listenn "Kemper Asambles"

'Benn disul e vo dalc'het tro gentañ an dilennadegoù ti-kêr. E Kemper e klasko ar vaerez, Isabelle Assih, mirout he c'hador. Dimerc'her da noz he doa dalc'het ur meeting e sal Dan ar Braz e Kemper, gant an holl dud a zo war he listenn. En o zouez emañ Kentin Le Priol, eus strollad an ekologourien ha Yann Fouchet eus ar strollad komunour. Met ivez Uisant Crequer, eus Nouvelle Donne, bet dilennad war ar reneveziñ demokratel hag ar c'hoskor er mandat tremenet ha Nadine Urvois, eus ar PS, bet kuzulierez kêr evit sevenadur Breizh er resped diwezhañ ivez. Gwelomp da gentañ peseurt bilañs a reont eus ar resped diwezhañ...

Brezhonegerien al listenn « Kemper Asambles » a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Bilañs klok ar strollad hag ho frogramm evit ar resped da zont a zo da gavout dre al lec'hienn « assih2026.bzh ». Krouiñ muioc'h a lojeiz evit ar studierien, pe c'hoazh kinnig ur c'houmanant 10€ euro ar miz evit an transportoù evit ar re yaouank hag ar re gozh a fell d'al listenn ober.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio