àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Cécile Beaudouin a gas al listenn LFI 'ba Brest

Cécile Beaudouin a gas al listenn LFI 'ba Brest

10 listenn ‘zo war ar renk ‘ba Brest evit an dilennadegoù kêr. ‘Benn disul ‘vo dalc’het an dro gentañ ‘ba Frans en he fezh. E mesk an 10 listenn emañ an ‘ni zo kaset gant Cécile Beaudouin e anv La France Insoumise. N’eo ket bet aeset ar sizhunioù diwezhañ gant an izili eus LFI. Dreistholl war lerc’h marv Quentin Deranque ‘ba Lyon da geñver ur gannadeg etre stourmerien eus an tu kleiz pellañ ha faskourien. Lakaet eo bet ar strollad zo renet gant Jean-Luc Melenchon da benn kaoz marv ar stourmer faskour… Klaskomp goar, da gentañ, penaos ‘neus bevet Cécile Beaudouin hag he skipailh ar prantad se… Emañ gant Erwan Blanchard.


Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio