àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Aet eo Charlie Grall d'an anaon

Aet eo Charlie Grall d'an anaon

Aet e oa Charlie Grall d'an anaon digwener. Stourmer dizalc'hour evit Breizh, kazetenner ha skrivagner e oa an den eus Kreiz Breizh. Saloñs levrioù Karaez a oa bet krouet gantañ ivez ha prezidant Skoazell Vreizh e oa. En toull-bac'h e oa bet e-pad daou vloaz e fin ar bloavezhioù 70 evit bezañ bet kemeret perzh e unan eus taolioù an FLB. Ha kondaonet e oa bet ivez e 2012 evit bezañ kemeret perzh e afer al laeroñsiñ danvez-tarzh e Plevin. Erwan Chartier, pennkazetenner ar Poc'her, en deus bet anavezet mat anezhañ...


Klevet ho peus Erwan Chartier hag un diell eus Charlie Grall, a oa bet aterset gant hor c'henlabourerez Yael ar Mouel e 2012 diwar-benn e levr « 20 goulenn evit kompren ar goulenn Vreizhad ». Dalc'het e vo e obidoù da 2e goude-merenn e krematoriom Karaez hiziv.

Skeudenn : Skoazell Vreizh

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio