àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Midem Plouared

Midem Plouared

D'ar Sadorn 14 a viz-C'hwrevrer e oa fest e bourc'h Plouared, e Bro-Dreger ! Evit ar wech kentañ e oa bet dalc'het eno ar MIDEM. E galleg : Marché Intercommunal du Disque et des Musiques Enregistrés, kinniget gant al label Hirundo Rustica hag ar soner Jean-Luc Thomas, da verkañ 20 vloaz al label. Un abadenn evit diskouez d'an dud ivez pegen pinvidik ha marellet eo ar produiñ-muzik er C'hreiz Breizh hag e Bro-Dreger, ha pelloc'h c'hoazh zoken. Ha plijadur a oa bet avat ! Un abadenn digoust, gant div sal digor d'an holl : unan evit dañsal ha selaou muzik, hag an eil evit prenañ pladennoù pe viniloù. Evit an dra-se e oa bet pedet un dosen labelioù deus ar vro, e-giz Arfolk, Musiques Têtues, Paker Prod, Dastum, Son an Ero ha re all c'hoazh ! Selaouomp Azenor Kallag, hag a oa-hi bet pedet da zont da vuheziñ an abadenn-mañ.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio