Deskomp Breizg
Istor Breizh ne vez ket desket er skol d'ar vugale hag evit an dud deuet e c'hall bezañ diaes a-walc'h goût penaos ha pelec'h deskiñ traoù war-c'horre istor ar vro. Diaesoc'h eo an traoù c'hoazh pa vezer o chom war ar maez, pell eus ar c'hêrioù bras ! An dra-se zo kaoz 'zo bet krouet ur gevredigezh nevez, « Deskomp Breizh » he anv, gant ur vandennad kelennerien ha kelennerezed eus kreiz ar vro : graet eo o soñj ganto da ginnig prezegennoù hag atalerioù istor ingal d'an dud e Karaez ha tro-war-dro. Ur brezegenn a vo dalc'het dizale : d'an 28 a viz-C'hwrevrer e Karaez, war-c'horre ar Seiz Avel. Program ar prezegennoù all a c'haller kavout war bajenn Facebook ar gevredigezh. Benjamin Bouard zo degouezhet asambles gant Izold Guegan, arkeologourez ha kenurzhierez programmoù ar gevredigezh.