àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Speied Keodedel

Speied Keodedel

A-benn miz bremañ e vo votateg er vro : d'ar 15 a viz-Meurzh e vo dalc'het tro gentañ an dilennadegoù-kêr. Muioc'h-muiañ e vez kinniget d'an dud nompas votiñ evit un den e-unan hag a yafe chupenn ar maer gantañ, met kentoc'h evit ur listenn geodedel (ul listenn sitoaian ma 'peus c'hoant). War-dro 500 listenn e-giz-se a zo bet savet e Frañs evit ar mare ha kalz deuzhouto a gaver partout e Breizh, e-giz e Lannuon, e Ploneour-Lanvern, e Brest pe c'hoazh e Plougouskant (Bro-Dreger). An dra-se zo ur mod da lakaat ar bolitekerezh da cheñch ha da lakaat an dud da gemer perzh muioc'h evit ma vezent boazet d'ober betek-henn. Unan a zo bet kompozet e Speied, e-kichenn Karaez, « Speied Keodedel » eo he anv. Maodez Huon a zo e-barzh : displeget 'neus da Venjamin Bouard penaos ya en-dro ha petra vo kinniget d'an dud.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio