àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Saloñs al labour-douar...war ar maez !

Saloñs al labour-douar...war ar maez !

Disadorn e oa bet digoret saloñs al labour-douar e Pariz. Hep saout hag hep sindikadoù ar c'hoordination rurale nag ar c'honfédération paysanne. Saloñsoù all, ar « saloñsoù war ar maez », a vez dalc'het un tamm e pep lec'h e Frañs gant ar c'honfédération paysanne e plas. Dimeurzh e oa bet pedet tud ar vro hag an dilennidi lec'hel koulz hag an dud war ar renk en dilennadegoù ti-kêr, da weladenniñ un ti-feurm legumaj e Ploveilh. Kalz traoù a c'hell ar strollegezhioù lec'hel ober evit prenañ boued deus ar vro. Padal e vez gwerzhet nebeutoc'h nebeutañ a legumaj d'ar skolioù ha skolajoù gant ar c'houblad legumajerien Dessalais-Paulet, evel ma tispleg Anne...


Anne Dessalais-Paulet, labourerez-douar e ti feurm Kergwenn e Ploveilh, hag ezel eus ar c'honfédération paysanne, a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio