àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ar surentez : un dalc'h a-bouez evit al listenn "Karout Kemper ganeoc'h"

Ar surentez : un dalc'h a-bouez evit al listenn "Karout Kemper ganeoc'h"

Prometet he doa Isabell Assih, maerez Kemper, krouiñ ur skipailh polis-kêr e 2020 ma vefe dilennet. Ha graet e oa bet ganti, bloaz war-lec'h. Evit an dilennadegoù-mañ emañ ar surentez e kreiz an divizoù adarre. Maryse Colin, ezel eus ar strollad Horizons, a zo war listenn Guillaume Menguy, listenn an tu dehoù hag ar c'hreiz. Reiñ a ra deomp ali he strollad war an tem-se...


Maryse Colin eus al listenn « Karout Kemper ganeoc'h », al listenn eus an tu dehoù war ar renk evit an dilennadegoù ti-kêr, a oa gant Metig Jakez-Vargas. Teir listenn all a zo war ar renk e Kemper ha div a fell dezhe reiñ armoù d'ar polis-kêr : listenn an RN, kaset gant Christel Henaff ha listenn ar vaerez PS Isabelle Assih. Al listenn diwezhañ, hini an tu kleiz radikal, kaset gant an daouad Marie Lauwers ha Jean-Paul Debest, a soñj dezhi avat eo arabat reiñ armoù d'ar boliserien-kêr hag e vefe dav kentoc'h pouezañ war an tu sokial, an hanterouriezh, an deskadurezh pobl ha dizarbenn ar feulsterioù.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio