Digor eo iliz Tremargad en-dro
Digwener 'oa bet igoret iliz Tremargad, e Kerne Uhel, pe al labourioù graet enni kentoc'h. Dek vloaz zo ne oa ket droed da vont en iiz ken, gant an dañjerus 'oa deut an doenn hag ar framm anezhi da vezañ. 'Keit-se 'veze graet an oferennoù e sal ar gouelioù. Bremañ eo kempenn, ha solutoc'h evit n'eo bet biskoazh. Digwener 'ta 'oa an igoradur ofisiel gant maer ha kuzul-kêr ar gumun, ar senedour Yannig Botrel, hag ur bern tud diwar-dro. Ha disul 'oa al lid relijiel kentañ enni abaoe bloavezhioù, kaset gant an aotroù 'n Eskob Moutel. Yann Iwan An Denmat, prezidant ar gevredigezh Itron Varia Tremargad, savet evit ober ma vefe adingalet an iliz, hag e wreg Simone, a lâr deomp pelloc'h. Gant Tugdual Karluer.