àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Fardiñ kaot-mell: ur sekred a vez treuzkaset e skol Diwan Baod!

Fardiñ kaot-mell: ur sekred a vez treuzkaset e skol Diwan Baod!

Dijoloomp ur rekipe hengounel a flondrenn pe traonienn ar Blanvezh : ar c’haot-mell. Un hengoun lec’hel-tre eo dre ma ne vez fardet nemet e kumunioù Baod, Kistinid, Melrand ha Guern.

Ur meuz un tamm hañval d’ar riz dre laezh eo, get mell (millet) él rezon, laezh, vioù, halen tev ha sukr.

E skol Diwan Baod e vez alejet kaot-mell a c’houde gwerso evit rastellaat argant.

Un afer treuzkas eo ar c’haot mell, pe kaot greus él ma lara lod hervez Béatrice Ar Moign a zo skolaerez er skol.

Aodren Trehin a oa e skol Diwan Baod get tud ar vugale ha skolaerezed é fardiñ kaot-mell da gas argant d’ar skol. Er reportaj-se ho peus klevet Béatrice Ar Mogn, Maria Malardé ha Nicolaz Graignic.

Etre 700 hag 800 barketenn a oa bet gwerzhet àr ar marc’had disadorn mintin. Rak-prennet e oant bet razh anezhe!

Teir gwezh bep plez ‘vez fardet d’al liesañ. Ar wezh mañ za a vo ar 4 a viz Ebrel.

Ma faota deoc’h anaviñ ar rekipe klok e vo ret deoc’h selaou stumm hir an abadenn ar eeun pe dre bodkast àr radiobreizh.bzh.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio