àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

3vet prosez ar c’hlañvdiour faos Nikolaz Gonideg e oa dec’h.

3vet prosez ar c’hlañvdiour faos Nikolaz Gonideg e oa dec’h.

Kondaonet e oa bet ur wezh dija e 2021 e Sant-Brieg evit bout graet van da vout klañdiour ha bout taget ar reuziadezed en ur feson seksel.

Un eil brosez a oa bet Kemper de derroù miz Kerzu ar blez paset evit fedoù hañval.

Ar wezh-mañ e oa barnet evit fedoù degouezhet etre 2022 ha 2025 kostez Kiberen e lec’h ma oe é veviñ d’ar mare-se. 6 reuziadez hag urzh ar glañvdiourion o deus klemmet.

Aodren Trehin a oa aet da heuliañ ar prosez e lezvarn An Oriant.


Heuliet eo bet get ar barnerion erbedennoù ar brokulorez : 30 miz toull-bac’h.

Difennet eo bet ivez dezhon da viken labourat e sektor ar yec’hed ha monet e darempred get ar reuziadezed e-pad 3 blez. A-drugarez d’an « execution provisoire » eo pleustreg doc’htu ar gondaonidigezh, ha distroet eo Ar Gonideg e prizon Plañvour.

E wirionez ne ouier ket ped reuziadez en holl. Kantadoù a vehe hervez lod. Gwelet vo ma vo klemmoù nevez get àr gouloù kaset get ar mediaoù àr an afer.

Ne vern penaos e vo d’an nebeutañ ur prosez c’hoazh dre m’en deus, an hani zo sod get goaiennoù ar mouezi, graet galv evit afer Kemper.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio