Avel Em Fenn - Meurzh 3 a viz C'hwevrer
Herve Ar Gall a gont deus e vugaleaj e Porzhig, e lec’h ma veze klevet gallaoueg ha brezhoneg, yezhoù ar vro.
Ha brezhoneg vez desket er skol Diwan Boulvrieg, met laket eo en arvar ar skol-mañ peogwir e ret d’ar skipailh kavout ur vatimant da feurmiñ hep dale. Setu ar pezh a displegont Maryse Le Provost hag Enora Alory.
Ne gan ket Matmatah e brezhoneg met staget ouzh ar vro eo ar strollad rock memestra. Maïwenn Raynaudon, deus ar gelaouenn Bretons a lâr muioc’h diwar istor ar strollad.
Keleier ar vro : Anton Burel
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy