àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Peseurt raktresoù a vo skoazellet gant ar Redadeg e 2026 ?

Peseurt raktresoù a vo skoazellet gant ar Redadeg e 2026 ?

'Benn un nebeud mizioù e loc'ho an dekvet Redadeg evit ar brezhoneg, e Lannuon. Da c'hortoz he deus embannet ar gevredigezh ar raktresoù a vefe harpet ganti ar wech mañ. Ar raktres pennañ a vo harpet, gant 20 000€, eo hini un arload, un « appli » e galleg, da bellgargañ war ho pellgomzerioù hezoug, evit gallet selaou abadennoù Radio Breizh, da lâret eo an abadennoù e brezhoneg produet gant ar pemp radio kevredigezhel : Radio Bro Gwened, Radio Kreiz Breizh, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Jean Brichet, a zo ezel eus kuzul merañ a Redadeg, a gont hiroc'h deomp war ar raktresoù all bet dibabet.



Jean Brichet a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas. Pevarzek raktres a oa bet resevet en holl gant ar Redadeg ar bloaz-mañ ha pemp a zo bet miret neuze.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio