Erruet eo kazimant betek penn afer enez Berder
Goude un hir a stourm àr an dachenn hag er justis eo kazimant erruet betek penn afer enez Berder.
An enezenn-se, e kumun an Arvor-Baden er Morbihan a oa bet prenet e 2016 get an embregezh Giboire da sevel ur pezh mell ostaleri evit pratiked pitaod.
Lezvarn melestradurel galv Naoned n’eus kadarnaet ar sizhun paset e oa maez-lezenn an aotre da sevel an ostaleri.
Kinnig a reomp deoc’h selaou reaktadenn Brendan-Budok Durand-Le Ludec, ezel kuzul merañ Berder Ensemble. Ar gevredigezh-se n’eus ket kaset ar rekourioù er justis met mobilizet n'eus ar boblañs er stourm a-hed ar blezadoù. Embannet he deus ar blez paset « Levr ar seiz posubl evit Berder » pe « Le champ des possibles pour l’île Berder » e galleg. Renablet eo ennañ kinnigoù-raktresoù evit dazont an enezenn.
Spi o deus an dud o deus roet o menozioù kendrec’hiñ an departamant, PNR ar Morbihan, mirva an aodoù, pe c’hoazh tolpad kêrioù Gwened, da breniñ Berder.
Un droiad a zo aozet get Berder Ensemble da ginnig al levr :
an 28/01 e Baden, an 2/02 e Gwened, an 10/02 e Baden, an 12/02 en Alre hag an 21/02 e Sine. Lec’hioù hag eurioù resisaet àr lec’hienn ha pajenn web Berder Ensemble.
Ur pennad-kaoz get Aodren Trehin.