àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Mouv' Nat (2) gant Erwan Kloareg ha CAN 2026 gant Erwan Konk

Mouv' Nat (2) gant Erwan Kloareg ha CAN 2026 gant Erwan Konk

Hudu ‘roimp ar gaoz da Erwan Kloareg en dro. Hag e fin an abadenn e vimp gant Erwan Konk 'neus kontet deomp e veaj 'ba Morocco da geñver Kip Afrika ar Broadoù. Erwan Kolareg zo kelenner war arzoù emgann met ivez war ur sport n’eo ket ken brudet ‘vel Qi Qong pe Taichi : ar sport ‘vez graet anezhañ Mouvement naturel pe Mouv Nat… un hentenn hag a oa bet kroet gant Erwan Le Corre ur pempzek vloaz zo dija. Savet ar Mouv Nat gantañ da reiñ d’an ni a vanka dezhañ desko pe addesko ober jestroù naturel : ‘vel lammat, pignat pe kregiñ ‘bar ur vrankenn da skouer. Erwan Kloareg a ro kentelioù Mov Nat ‘ban Uhelgoad. Tro ‘moamp bet da rein deoc’h da glevout kuzulioù ar c’helenner ‘ba un abadenn all. Hudu ‘vo lakaet ar gaoz war ar mod e santa, e veva ar Mov Nat… Ur sport a c’haller ober er maez pe e diabarzh. Gant peseurt sport e c’haller keñveriañ ar Mov Nat… Erwan Kloareg… Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio