àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Reuz 'oa bet get baniell ar sindikad labour-douar JA àr ti-kêr Gwengamp

Reuz 'oa bet get baniell ar sindikad labour-douar JA àr ti-kêr Gwengamp

Reuz oa bet e Gwengamp ar sizhun paset da geñver baniell ar sindikad JA, rann ar re yaouank en FNSEA, a oa bet lakaet àr talbenn an ti-kêr.

Marc’hataet en doe maer PS ar gêr, Philippe Le Goff, get ar JA, diskouez ar baniell evit kaouit ar peoc’h, rak kounaret oant ma oa difennet dezhe donet da vanifestiñ get o zraktorioù.

P’en doe komprenet ar maer e oa savet ur sapre tabut diàr-se, en doa kinniget ma vehe lakaet ivez banielloù sindikadoù labourerion-douar arall. Met entannet e oa dija kounar bed al labour-douar ekologel.

Un tolpadeg oa bet aozet neuze disadorn paset diàr galv ar c’honfederasion paysanne.

Un 70 den bennak a oa daet. Lemet eo bet baniell ar JA get stourmerion e-pad an tolpadeg.

Evit krogiñ ho po tro da glevet Goulven An Troadeg, unan a mouezhioù aotreet konfederasion labourerion-douar Aodoù-an-arvor.


Ur reportaj kaset get Typhaine Leon a Radio Kreiz Breizh ha frammet get Aodren Trehin.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio