Emañ an AESH é klask kaouit ur statud
An AESH a ambrouga hag a harpa ar vugale hag ar grennarded a zo gete ezhommoù ispisial er skol, ampechet pe pas.
Ur c’hinnig lezenn savet get ar PS a oa nac’het get ar sened dimerc’her. Ar pal a oa krouiñ ur statud kargidi stad evit al labourerion-se, hag a zo e wirionez labourerezed d’al liesañ.
Yannig Laporte a zo AESH e Skolaj Diwan Kemper a c’houde un dek blezad bennak. Elwenn Rousic-Plantec he deus hi komañset e miz Gwenholon e skolaj Diwan Beuzid-ar-C’hoadoù (« La Bouexière » e galleg) e-tal Roazhon. Kinnig a reomp deoc’h selaou anezhe diàr o c’hondisionoù labour. Goulennataet e oant bet get Aodren Trehin.
Get ar senedourion e oa bet votet a-enep krouidigezh ur statud evite, met ur c’hinnig lezenn arall a vo kaset er vodadenn vroadel edan berr. Spi en deus da Yannig e vo d’an nebeutañ muioc’h a dabutoù.