àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

10 vlez zo o doa kroget izili Breizh Unvan stourm àr ar pontoù

10 vlez zo o doa kroget izili Breizh Unvan stourm àr ar pontoù

Disadorn paset, get 7 derez er maez, e oa izili stroll Bro An Oriant ag ar gevredigezh Breizh Unvan àr pont Kerpont etre Kaodan ha Lanarstêr.

10 vlez zo o doe kroget get an emgav-se, bep kentañ sadorn ar miz. Diskouez gitonioù ha banielloù d’an dud a dremen dre an hent pras a reont, skrivet àrne « Naoned e Breizh » pe « Liger-Atlantel e Breizh ».

Poellgorioù arall a ra ar memestra e Gwenrann, Naoned, Montroulez, pe c’hoazh Kastell-Briand.

Alan Ar Gal, teñzorour ar gevredigezh a oa get Aodren Trehin.

Un obererezh nevez a vo lañset edan berr : panellioù a vo douget get tud a zibunay e straedoù kêrioù al Liger-Atlantel. Ar pal a vo diskouez eo anat get anvioù ar gumunioù-se él Montoir-de-Bretagne pe Le Temple-de-Bretagne da skouer, e rankehe ar pempvet departamant bout staget en-dro da Vreizh.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio