Sekour get ar mammoù da gavout ur post-labour en-dro.
Setu pal an emglev nevez-lakaet e plas get ar stad, ar greizenn evit diwhenn gwirioù ar merc'hed, ar rannvro hag ar c'haf. Breizh eo hag a zo bet dibabet evit ansiañ ar sekour-mañ. Passabl a vammoù o deus chwajet chomel er gêr evit gober àr-dro o c'hrouedur nevez-ganet. Aes a-walc'h ha splaetabl e c'hella bout mes diaesanted o deus lod anezhe da dostaat en-dro doc'h bed ar labour. Erwan Olivier eo rener an aferioù sokial e caf ar morbihan, hiroc'h neus displeget da Yaëlle ar Mouel.