ORELSAN "Le chant des sirènes" (2011) 1/5
E 2009 en doa embannet e albom kentañ, Perdu d'avance, a-pa oa krennard anehoñ ha pas hoazh en oad. A-houde en deus bet beh ged ar feministed a-gaos d'ur ganenn re dàer. Lâret noa ne embannahe ket disk arall ebed mes arru a ra Orelsan ged e eil pladenn : Le chant des sirènes.
Azwet en deus an MC a Gaen an taol-mañ, pezh a zisplega ba "Raelsan", an ton a zigora e zisk. Dishañval ew ar personaj, mes gouied a ra ataw sevel posiow loskus, lemm, sterd a-wezhow, ha lan a vousfent lies. Orelsan a hoaria ged ar skeudennow, e spered neus chañchet, hag e son àr-un-dro iwe.
Kanal a ra muioh, pounneroh ew ar lusk, strewet neus soniow elektroneg hed-a-hed e ganennow newez, ha toud an traow-se so bet savet èl ur sorbienn. Gouied a ra ar gouron da venn eh a, doh ar seblant, mes er fin e komprena ur sort penaos ema bet debret d'e ziaouled.
Ne blijay ket Orelsan d'an oll, a-dra-sur, mes red ew gober anoudegezh g'ar 17 kanenn newez-flamm-mañ, kisellet anehe en ur stil dishañval doh ar rap-kustum a Frañs.
THOMAS DUTRONC "Demain"
in Silence on tourne, on tourne en rond (2011 . Mercury)
BB BRUNES "Gaby oh Gaby"
in Tels Alain Bahsung (2011 . Barclay)
PINK FLOYD "The narrow way - Part III"
in Ummagumma (1969 . Harvest)
TAGADA JONES "Descente aux enfers"
in Descente aux enfers (2011 . Enragé Production)
Lehienn Tagada Jones hag o fajenn MySpace
ORELSAN "Raelsan"
in Le chant des sirènes (2011 . 3ème Bureau)