àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Rory Grugan, ur c'hampion melldroad gouezeleg, 'ba Breizh!

Rory Grugan, ur c'hampion melldroad gouezeleg, 'ba Breizh!

Daou viz evit kendrec’hiñ ar Vretoned hag ar C’hallaoued da c’hoari melldroad gouezeleg ! N’eo ket forzh piv zo bet kaset war an douar bras ‘vit broudañ e sport. Rory Grugan e anv. Brudet tre eo ar c’hoarier eus Armagh County en e vro. Div wech ‘neus bet tro da c’hounit kampionad All Ireland : e 2009 gant ar re yaouank hag e 2024 gant ar re senior. Un droad ‘zo kaset gant Rory. Bet eo ‘ba Pariz, Lyon, Normandi, Tolosa ha Breizh. Diriaou ‘oa en em gavet Rory Grugan war unan eus tachennoù melldroad ar Relecq-Kerhuon evit kuzuliañ skolajidi Diwan araok mont da bleustriñ gant kleub Brest Gaelic Football Bro-Leon. Pa ‘noa klevet ‘teufe Rory Grugan da Vreizh ‘neus goulennet, Tangi an Ostis kelenner sport ‘ba skolaj Diwan ar Relecq, gantañ dont da Vrest… Selaouomp anezhañ diouzhtu ouzh mikro Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio