àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 15 a viz Kerzu 2025

Keleier ar vro d'al Lun 15 a viz Kerzu 2025

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Kazetennerien Splann ! zo bet lakaet da bersona non grata gant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed...

Nevez zo ‘oa bet aozet un emvod gant ar C’huzul ‘ba ti Armor Lux e Kemper ma oa bodet 200 rener embregerezh. C'hoant Mael de Calan ‘oa kinnig dezhe ar bolitikerezh war an RSA zo kaset gant an departamant. Goulennet o doa kazetennerien ar media dizalc’h Splann ! kaout ar gwir da gemer perzh ‘ban emvod-se. Nac’het eo bet dezho ha skarzhet eo bet Kristen Falc’hon, a oa bet war blas e anv Splann !, tost manu militari eus parklec'h ar stal Armor Lux. Muioc’h a ditouroù gantañ. Emañ gant Erwan Blanchard.


Enoret ‘oa bet ar c'haner kan-ha-diskan Jean-Pierre Kere disadorn noz 

Aozet ‘oa bet ur fest-noz bras ‘ba Gwirliskin ‘vit lidañ 50 vloaz kan ar c’haner ‘zo o chom e bro Montroulez. Taolomp un tamm sell war ar c‘haner hag ar pezh ‘neus degaset dezhañ ar c’han. Emañ gant Erwan Blanchard.

Ha da glevout ivez er c'heleier :

- Pemzek den a zo marvet en ur gwalldaol enep-yuzhev dec'h e Aostralia

- Manifestet o doa ar beizanted e Frañs hag e Breizh disadorn a-enep lazhadegoù an tropelladoù saout

- Tro 500 a dud o doa dibunet e straedoù Douarnenez disadorn evit souten annezidi ar Reier Gwenn

- Pemzek stummadur micherel a ranko serriñ en distro-skol 2026 e Breizh

- Ur gerig war ar sportoù

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio