àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5:30

Keleier 5:30

@@@Piv a yay da gandidat evit ar PS ?@@@ Pedet eo ar bobl, tuet doh an tu-kleiz kentoc'h, get ar PS da votiñ 'benn disul evit chwajiñ an den a glako bout prezidant 'benn 2012. 6 kabaler sosialist zo àr ar reñk. Deus ket pell 'zo oa bet graet keunnigoù da-genver kelenn ha statud ar yezhoù bihan get Martine Aubry ha François Hollande. Klasket 'neus Anne Gouerou gouiet penaos oa degemeret ar c'heunnigoù-se get lod kelennerion brezhoneg, a oa bodet dimerc'her 'ba Braspartz get o sindikat FSU. Selaouit ar reportaj @@@Breizhistañs : Monet da votiñ evit monet enep raktres an aerborzh.@@@ 'Benn disul 'vo dilennadegoù diabarzh er strollad sokialour neuze. Get ar stroll politikel Breizhistañs zo galvet da gemer perzh er votadeg, get ar soñj d'en em reiñ da glevet 'enep d'ar raktres da sevel un aerborzh e Kêrnitron ar Lann, notre Dame des Landes. Gael Roblin zo perzh e Breizhistañs, muioc'h a zisplegadennoù getoñ. Doh mikro Tudual Karluer. An atersadenn @@@20 vlez 'zo emañ krouet ar gevredigezh a Blabenneg "L'entraide pour la vie".@@@ Un deiz ha blez lidet ar week-end tremenet.  Hag a-c'houde eo àr-dro 100 familh ag ar c'hanton 'zo bet sekouret get an dud a-volontez-vat. Selaouomp doh Eliane Talabardon, 'zo prezidantez "L'entraide pour la vie" get Erwan Blanchard. Hiroc'h amañ

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio