àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kevre Breizh degemeret gant kuzulier F Hollande

Kevre Breizh degemeret gant kuzulier F Hollande

Digwener 'oa degemeret izili eus Kevre Breizh gant unan eus kuzulierien François Hollande 'ba Kemper. Deuet 'oa prezidant Republic Bro-C'hall da igoriñ uzin nevez Bollore da sevel batiriennoù 'vit an otoioù BlueCar. N'eo ket diwar-benn an otoioù felle da dud Kevre Breizh komz met diwar-benn Karta Europat ar yezhoù minorel n'eo ket bet sinet gant Bro-C'hall en desped da bromesaou danvez pdt François Hollande e-kerzh ar c'hampagn kaballiñ e 2012. Met daoust hag eñ eo ar Garta ur pal a-bouezh c'hoazh. Selaouomp pezh 'neus respontet Tangi Louarn, pdt Kevre Breizh, da c'houlenn Herve ar Beg eus Arvorig FM.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio