Elowen Delorme: eus kampionad Europa Gouren da gampionad ar Bed Sambo
‘Ba Bogor ‘ba Indonezia ‘neus tremenet Elowen Delorme ur sizhun e penn kentañ miz Here. Elowen, ur plac’h yaouank a 16 vloaz, ‘neus kemeret perzh ‘ba Kampionad ar Bed Sambo. Dibabet ‘oa bet gant skipailh Frañs ‘ba rummad ar re junior. O pleustriñ emañ ar Sambo abaoe un nebeut bloavezhioù gant he c’hleub Celtic Contact ‘ba Pleiben… ouzhpenn ar gouren hag ar boks thai… Ur pennad kaoz fonnus ‘meump bet tro d’ober gant Elowen. Setu roomp ar gaoz dezhi dustu, dezhi da displegañ deomp ar pezh ‘neus degaset c’hoant dezhi mont da bleustriñ sportoù emgann ‘vel se… Emañ gant Erwan Blanchard.