àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kalz tud klañv a zo e bro Leon 'blam d'ar pestisidoù

Kalz tud klañv a zo e bro Leon 'blam d'ar pestisidoù

Kreñv e chom c'hoazh an enebiezh ouzh al lezenn Duplomb. Ur c'hinnig lezenn a c'houlenn e vefe nullet ; ha studiet e vo gant ur c'homision ar sinadeg a-enep al lezenn Duplomb en doa dastumet ouzhpenn 2 vilion a sinadurioù e-pad an hañv. Ar sindikad labour-douar FNSEA en deus soutenet mort al lezenn-se. Met al labourerien-douar eo ar re gantañ a c'houzañv efedoù ar pestisidoù. Alain Ollivier a zo labourer-douar war e leve e Plouenan, e-kichen Kastell-Paol. Implijet en deus pestisidoù a-hed e vuhez micherel ha daou grign-bev en deus bet 'blam da se. A-drugarez d'ar strollad « collectif des victimes de pesticides de l'ouest » eo bet anavezet e c'hleñvedoù evel kleñvedoù micherel, met n'eo ket aes d'al labourerien-douar goulenn sikour...


Alain Ollivier, ezel eus ar gevredigezh « Collectif de Soutien aux Victimes de Pesticides de l'Ouest », a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Dec'h (Merc'her) e oa bet fiziet da Aurélie Trouvé eus ar strollad LFI ha da Hélène Laporte eus an RN ar c'harg danevellerezed (rapporteures). Rankout a rint bremañ aozañ an divizoù war ar sinadeg a-enep d'al lezenn Duplomb er breujoù. Met an enkadenn bolitikel a c'hellfe daleañ kement-mañ...

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio