àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Piv eo Roparz Hemon: skignet e vo an teulfilm warc'hoazh 'ba Brest

Piv eo Roparz Hemon: skignet e vo an teulfilm warc'hoazh 'ba Brest

100 vloaz ‘zo ‘oa boulc’het ul luskad lennegel nevez e brezhoneg. Roparz Hemon eo ‘ni ‘noa roet lañs d’ar gelaouenn Gwalarn. Hag ar film ‘oa bet savet diwar e benn e 2000 gant Soazig Danielou ‘vo embannet warc’hoazh ‘ba Brest… Krouiñ ul lennegezh vodern ha digeriñ ar brezhoneg war lennegezh ar bed eo ‘pezh ‘neus klasket ober ar yezhonour eus Brest. Ennañ ‘oa bet fiziet ivez sevel abadennoù radio e brezhoneg evit Radio Roazhon, ar radio ‘oa arc’hantet gant an alamanted e-kerzh an eil brezel bed. Un den kompleks, muioc’h ‘vit pezh a c’haller sonjal... Bannet e vo ar film warc’hoazh da 6e30 ‘ban auditorium ‘bar Gapucined ‘ba Brest. War lerc’h ar skignadenn ‘vo kinniget ul lajad eskemm asambles gant Soazig Danielou ha Ronan Kalvez, kelenner-enklasker ‘bar CRBC Brest, ‘neus kemeret perzh ‘ban teulfilm. Soazig Danielou zo gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio