àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Dilez Lecornu : reaktadenn Paul Molac

Dilez Lecornu : reaktadenn Paul Molac

E kreiz un enkadenn bolitikel emañ bro Frañs ur wech ouzhpenn. E-pad tost ur miz e oa bet ar c'hentañ Ministr, Sébastien Lecornu, o varc'hatañ gant ar strolladoù politikel hag ar sindikadoù evit sevel ur gouarnamant ha kinnig ur budjed a-raok fin ar bloaz. 'Benn ar fin e oa bet diskuliet anvioù ar vinistred nevez dec'h : ur gouarnamant makronist penn kil ha troad harpet gant ar Republikaned. Met n'eo padet ar gouarnamant-se nemet 15 eurvezh...rak roet en deus Sébastien Lecornu e zilez ar mintin-mañ d'ar prezidant Macron. Selaouomp reaktadenn Paul Molac, kannad ar Morbihan hag ezel eus ar strollad LIOT er breujoù.


SON


Galvet o deus ar PS hag ar strollad komunour goude mern' na vefe anvet ur c'hentañ ministr eus an tu kleiz gant Emmanuel Macron. Kinniget en deus Jean-Luc Melanchon da strolladoù an tu kleiz d'en em vodañ hiziv met nac'het eo bet gant ar strolladoù all.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio