àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Lidet e vo 100 vloaz Youenn Gwernig e Skaer

Lidet e vo 100 vloaz Youenn Gwernig e Skaer

100vet deiz-hab-bloaz Youenn Gwernig a vefe bet lidet ar bloaz m'en defe bevet betek hiziv. Evit reiñ enor dezhañ o deus divizet annezidi Skaer aozañ un dibenn sizhun tro-tro da arzour brudetañ ar gumun. Disadorn e vo skignet teulfilmoù diwar-benn ar skrivagner evit kregiñ ganti : « Gant Youenn Vras » hag « En dro da Youenn ». Gwenn Guyomarc'h, a gemer perzh e aozadur al lid evit skol Divyezh Skaer, a gont hiroc'h deomp war programm ar Sul.



Gwenn Guyomarc'h deus ar gevredigezh Div Yezh Skaer a oa bet aterset gant Marianne Vaidie eus radio Kerne. Ul leurenn digor a vo a-hed an abardevezh disul ha kanañ a raio unan eus merc'hed an arzour.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio