àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Skolajidi Brizeux en Oriant o doa dastumet ouzhpenn 30 kilo lastez!

Skolajidi Brizeux en Oriant o doa dastumet ouzhpenn 30 kilo lastez!

Ar « World clean up day », an devezh etrevroadel da netaat ar blanedenn a oa digwener paset, an 20 a viz Gwenholon.

Da zigarez an darvoud-mañ o deus skolajidi Brizeux en Oriant dastumet lastez, ambrouget get o c’helennour brezhoneg Serj Bozeg.

Dastumet ‘oa bet gete 30 kilo boutailhoù gwer, àr-dro 300 litrad traoù a bep seurt e plastik, ha 3 kilo dilhad. Ha kement-mañ en ur vout chomet just tro-dro d’ar skolaj !

Sikouret e oa bet ar gelennerion hag ar skolajidi get servij al lastez tolpad-kêrioù an Oriant evit gouiet penaos diforc’hañ a-feson.

Setu ar bemveidi Lucie, Adel, Dorian hag Alwena get Aodren Trehin. Mennet e oa holl anezhe àr an dachenn!

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio