àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Un heuliad atalieroù evit komz eus ar skoazelloù sokial

Un heuliad atalieroù evit komz eus ar skoazelloù sokial

Miliardoù a euroioù a skoazelloù arc'hant a chom hep bezañ dasparzhet bep bloaz e Frañs. 36% eus an dud a c'hellfe resevout an RSA ne c'houlennont ket ar skoazell-se da skouer, pe c'hoazh 27 % eus an dud a c'hellfe resevout ar prim labour (prime d'activité) ne reont ket kennebeut. Pelloc'h pellañ emañ ar servijoù publik diouzh ar boblañs, 'blam d'ar savennoù internet da skouer, met ivez d'an diouer a servijoù publik war ar maezioù. E bro Douarnenez hag ar C'hab e vo aozet atalieroù teatr forum gant ar strollad c'hoariva La Obra ha Josic Pouëssel, ijinour studi e skol-veur Roazhon 2, war tem an diaesamantoù melestradurel. Muioc'h a ditouroù gant ar sokiologour...



Josic Pouessel a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Dimerc'her e vo dalc'het an abadenn gentañ, etre 10e ha 12e e burevioù La Obra e Pontekroaz. Diriaou e vo an eil abadenn etre 8e hag 8e e ti Kengred Kermarron e Douarnenez ha disadorn etre 10e20 ha 12e30 er Mille Club e Ploeneg.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio