àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

« Muioc’h a c’halloud politikel e Breizh, a Vrest betek Clisson »

« Muioc’h a c’halloud politikel e Breizh, a Vrest betek Clisson »

El bep plez d’ar memes prantad e oa disadorn paset ur vanifestadeg e Naoned evit goulenn « muioc’h a c’halloud politikel e Breizh, a Vrest betek Clisson » hevez lugan an aozourion. An aozourion a oa justawalc’h kenurzhierezh demokratel Breizh, a voda strolladoù ag an tu gleiz emrennour ha dizlac’hour él War-sav da skouer.

Tro dro 1000 den a oa hervez kenurzhierezh politikel Breizh hag « un nebeut kantadoù » hervez Ouest-France.

Ar blez-mañ e oa sioul ar vanifestadeg. Graet e oa bet ur fest-deiz bihan àr blasenn Breizh evit achiv an enderv.

Aodren Trehin a oa àr blas. Doc’h he micro e oa Guillaume Bricaud, Ingrid Audoire hag Ewan Thébaud.

Un nebeut devezhioù ‘zo, an 23 a viz Gwenholon e oa bet dalc’hel er gêrbenn istorel ur forom diàr « efedoù adunvaniezh Breizh » hag ar mod ma c’hellehe bout aozet ar referendum. Aozet e oa bet diàr goulenn ti-kêr Naoned. Tabutoù arall a vo e Donges hag e Kemper, àrc’hoazh hag an 8 a viz Here. Digor eo d’an holl, get ma vo lakaet o anv get an dud.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio