àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Un devezh divizoù war ar bed sevenadurel hag ar brezhoneg e bro Dreger

Un devezh divizoù war ar bed sevenadurel hag ar brezhoneg e bro Dreger

En arvar e vefe sevenadur Breizh hag ar brezhoneg ? Penaos e tro an traoù er bed sevenadurel e bro Dreger ? Ha peseurt diskoulmoù a vefe ? Setu goulennoù a breder strollad politikel an UDB e bro Dreger ha bro Ouelo. 'Benn disadorn ec'h aozint un devezh studi hag eskemmoù, digor d'an holl, e Lannuon, evit kaout ur sell hollek war an temoù-se ha gwelet penaos mont war-raok. Muioc'h a ditouroù gant Trefina Kerrain, eilmaerez en karg eus ar sevenadur e Lannuon a gemero perzh en divizoù hag ezel eus an UDB...



Trefina Kerrain a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Stank e vo an devezh e Lannuon disadorn, e chapel Santez Anna. Ur gaozeadenn a vo diouzh mintin diwar benn ar bolitikerezh sevenadurel e bro Dreger, ha goude meren e vo div brezegenn all, unan war ar c'hrouiñ e brezhoneg hag eben war efedoù kreizennadur ar stad gall er bed sevenadurel hag an diskoulmoù posupl.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio