àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Brest: 1500 manifestour a-enep ar faskouriezh

Brest: 1500 manifestour a-enep ar faskouriezh

Nann d’ar faskouriezh ha d’ar faskourien ! 1500 den ‘noant manifestet dec’h da noz ‘ba Brest. Un eil manifestadeg dindan ur sizhun… Ur respont eo d’ar plas ‘nefe c’hoant tud eus an tu dehou pellañ kemer ‘ba Brest. Ur sizhun zo ‘oa bet taget pratikou « Le Café de la plage » ‘ba plasenn Guerin gant ur strollad 20/30 den… Skoet ganto, taolet an taolioù ha bannet kadorioù. Feuls oa bet an dagadenn kaset ‘ba ul lec’h anvet ‘vit bout darempredet gant tud an tu kleiz. Met e-kerzh ar sizhunioù trement ‘oa c’hoarvezet gwalldarvoudoù all kaset gant faskourien dija… Erru skuizh ul lodenn eus Brestiz. Selaouomp ur reportaj ‘oa bet kaset gant Erwan Blanchard dec’h da noz ‘ba Brest.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio