àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 24 a viz Gwenholon 2025

Keleier ar vro d'ar Merc'her 24 a viz Gwenholon 2025

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Digwener paset e oa bet kinniget lid gouel an Erminig 2025.

Al lid a vo dalc’het disadorn é tonet (27/09) e Kastell-Briant. Selaouomp diouzhtu Herve ar Beg a ginnig deomp petra eo Urzh an Erminig hag unan ag an dud a vo Erminiget, an istorour saoz Barry Cunliffe.

Ur pennad-kaoz get Anton Burel.

Elfed, korriganed, hobited, sorserion… boudoù marvailhus bed ar skrivagner milvrudet Tolkien a vo é vale dre Blistin, e Aodoù-an-Arvor, e-pad an dibenn-sizhun.

Bep plez e vez dalc'het ur c'hendalc'h, anvet « àr Douaroù an Unan », a vod an dud sot get bel faltaziek Tolkien. Aline Aupy a zo ezel ag ar gevredigezh-se. Birvilh a zo enni o prientiñ ar gouel. Emañ get Metig Jakez-Vargas.

Ha da glevet er c'heleier:

-Un emgav a zo ar mintin-mañ get bodad ar sindikadoù hag ar c'hentañ ministr da ziviz ma gendalc'hay al luskad sokial.

-Emañ ar Stadoù-Unanet é klask goprañ 10 000 poliser ouzhpenn da skarzhañ an divroidi maez-lezenn.

-Kastizoù ouzhpenn a vo lakaet doc’h rejim Moskov get komision Europa: Difenn ar GNL rus a-benn 2027.

-Skarzhet e oa bet disul get ar polis enebourion ur raktres hent a skwate un ti er Faoued.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio