Zoe Seguy: barrekaat war ar Muay Thai 'ba Bangkok
Erru mat oc’h holl selaouerezed ha selaouerien Sportou ! Da Dailand ‘kasimp ac’haoc’h hudu… da heul Zoe Seguy, bez-kampionadez ar bed Muay Thai pe Boks Thai anezhi. E kerzh an hanv eo bet o kemer perzh ar plac’h yaouank 17 vloaz‘ba ur staj Muay Thai teir sizhun ‘ba Bangkok evit mont pelloc’h ha mont war raok gant he sport. Pevar bloaz zo ‘noa lakaet hec’h anv ‘ba Boxing Kleub Wanmeechook Gym ‘ba Brest. Ha buan eo bet plijet ha barrek war ar Muay Thai… Pezh ‘neus kaset ‘nezhi da vont da Verona evit kemer perzh ‘ba kampionad ar bed Muay Thai he rummad oad… Distroet eo eus Italia gant ar vedalenn arc’hant tro d’he c’houg… Kontet ‘neus deomp penaos eo bet kaset eno gant ‘ni zo gourdoner ha penn ar c’hleub Boxing Kleub Wanmeechook Brest. Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.